Balkon

Balkon brudet Romeo ha Julieta e Verona.
Balkon en ur palez en India

Ur balkon[1] (eus ar ger gallek "balcon", amprestet digant an italianeg balcone), pe pondalez-a-ziavaez[2] zo ul leurennig diavaez a valir ouzh moger ur savadur, gant un aspled en-dro dezhi hag a c'haller mont warni eus diabarzh an ti dre un nor-brenestr. Peurvuiañ e vez ouzh ur voger diavaez. A-wechoùigoù e c'hall bezañ e diabarzh ur savadur bras, evel ur c'hoariva, pe e c'hall skeiñ war ur porzh diabarzh.

  1. E Geriadur Hemon, 1993, hag e Geriadur an Here, 2001.
  2. E Geriadur Vallée, 1931.

Developed by StudentB